Speredouriezh displeget d’ar grennarded (11-15 bloaz)

Ar speredouriezh a zo taolennet gant an doktrin sperederel evel un toullad a reolennoù ha lezennoù, diskuliet gant uhelsperedoù, enklozet e oberennoù Allan Kardec. hag a ya d’ober Reolennidigezh ar Speredouriezh: Levr ar Speredoù, Levr an Hanterourien, An Aviel Hervez ar Speredouriezh, Neñv hag Ifern, Ar Jenez Hervez ar Speredouriezh.
Kontet gant ar speredourien evel ar frealzer prometet hag a zeue, d’ar mare dleet, da reiñ meuleudi ha degas soñj deomp ar pezh a zeske Jezus: “Reizhañ pep tra en he ster gwirion, da lâret eo, degas d’an denelezh diazezoù gwirion evit an speredelaat.

Kredennoù sperederel

Ar speredourien a gred dezho e c’hall bezañ gounezet dre ar speredouriezh meizadoù nevez ha donoc’h da geñver Doue, an Hollved, an Denelezh, ar Speredoù hag al Lezennoù hag a ren ar vuhez.
Ar Speredouriezh a stek ouzh an holl dachennoù a anaoudegezh denel, a oberiantizoù ha emzalc’hioù a-bezh eus ar boudoù denel. Ar Speredouriezh a domm ouzh holl neuzioù ar vuhez hag ar sevenadurezh, en ur gaout ul levezon war ar skiant, ar prederouriezh, ar relijion, ar vuhezegezh, an divezegezh, an deskadurezh hag ar vuhez sokial.

Levr ar Speredoù

Allan Kardec a ziskoueze poentoù pennañ ar speredouriezh en e sturlevr Levr ar Speredoù:

  • Doue a zo ar spered meur hag abeg kentañ pep tra. Doue a zo peurbadus, digemmus, dibar, hollc’halloudek, reizh ha mat-kenañ

An hollved a zo krouidigezh Doue, an holl voudoù enni, poellek pe get, buhez enno pe get, danvezel pe get.En tu-hont da bed ar c’horf, hag a zo lec’h-annez speredoù enkorfet (denelezh), ez eus ur bed speredel hag a zo lec’h-annez ar speredoù dienkorfet.
An holl lezennoù an natur a zo lezennoù doueel abalamour ma’z eo Doue o c’hrouer. Al lezennoù-mañ a vod al lezennoù danvezel hag al lezennoù spered war ar memes troAn den a zo ur spered enkorfet en ur c’horf danvezel. An trospered a zo ur c’horf hanterzanvezel hag a ere ar spered ouzh ar c’horf danvezel.
Speredoù a zo boudoù meur ar grouidigezh. Ober a reont gant bed ar speredoù hag a rakvev ha dreistvev pep traAn holl speredoù a zo krouet eeun ha dizesk. Tamm ha tamm ez emtroont dre ar meiz hag ar spered, da lâret eo, o vont eus un urzh izel davet urzhioù uheloc’h betek tizhout a-benn ar fin parfeded e-lec’h ma ra ar speredoù o mad eus un eürusted padus.
An holl speredoù a vir o fersonelewh hiniennel a-raok, e-pad ha goude bep enkorfadurezh.
Ar speredoù en em enkorf kement a wech hag a zo ret evit tizhout o farfeded hiniennelBuhezioù emheul ar c’horf eus ar Spered a ya war-raok ha james war-gil. Tizh o araokaat, dre ar meiz ha dre ar spered war ar memes tro, a zo hervez derez a strivoù da wellaat.
Ar speredoù a zo da veur a urzh, hervez derez a barfeted tizhet ganto. Speredoù gwan, tizhet parfeted uhelañ ganto; Speredoù mat, c’hoantoù a vadelezh o trec’hiñ enno; Speredoù dibarfet, dizesk, c’hoantoù a zrouk ha pasionoù izel enno.
Darempred ar Speredoù gant an Den a chom bepred hag a voe dalc’hmat. Ar speredoù a ra o seizh gwellañ d’hon heñchañ davet madelezh ha da harpañ ac’hanomp e-pad hon taolioù-esae. Souten a reomp ac’hanomp gant kalonegezh ha diglemmusted. Ar speredoù dibarfet a glask da sachañ ac’hanomp davet an drouk.
Jezuz eo ar blenier hag ur patrom evit an holl denelezh. An doktrin, desket ha skoueraet gantañ, a zo ar bomm ar gwanañ eus lezennoù Doue.
Divezegezh Krist, evel ma vez taolennet er Bibl, a zo an hent diarvarus davet an araokaat evit an holl denelezh. Pleustriñ anezhi a zo an diskoulm evit an holl gudennoù denelAn den en deus al librentez da geñver ober traoù, met e c’hall respont evit heuliadoù e oberoù.
Ar vuhez dazont he deus kastizoù pe dic’haouioù hag a glot ouzh emzalc’h an den e-pad e enkorfadurezh, hervez ma oa doujet lezennoù doueel gantañ.
Pediñ a zo un ober a geheladur davet Doue. E-barzh lezennoù an natur emañ, disoc’h ur santadur a-ouenn an den, just evel ar mennozh eus bezoud ur C’rouer a zo a-ouenn en den ivez.
Pediñ a sikour an Den d’en emwellaat. A re hag a bed, leun a c’hred ha fiziañs, a zo kreñvoc’h ouzh temptadurioù an droug. Kas a ra Doue Speredoù vat dezho da sikour anezho. Sikour anezhi hag a zo biskoazh nec’het d’ar re a c’houlenn gant gwirionder.

“Genel, mervel, adgenel adarre and gwellaat bepred; aze eo al lezenn.”
“Feiz divrall a zo an hini a chom dirak ar skiant en holl amzervezhioù denel”
“Er-maez eus ar garitez n’eus ket a silvidigezh”