Goulven Jacq, speredour breizhat

Plas 'zo atav da greskiñ
Plas a zo atav da greskiñ

E dibenn e vuhez e kasas Goulven Jacq din brasskeudenn e c’heriadur Nederlandeg-Brezhoneg a oa bet savet gantañ. Bep gwech e skignen luc’heiladennoù’zo, evit bezañ peursur e vefe gwarezet e labour-manac’h. Petra bennak ma n’eo ket hep fazi ebet, ar pezh en doa embreget a zo nevez-krenn. War a ouzon, den erbet en deus graet tra ebet a-vat gantañ, hogen em eus kempunet e roadennoù em geriadur Nederlandeg-Brezhoneg tolzennek hag, em zro, em eus lakaet anezhañ war ar rouedad, oc’h esperout, e gwirionez, ne vo ket kollet.

Goulven Jacq, an den outañ e-unan hag en doa gwelet ha klevet ar speredoù, a yae pouer met sur gant al labour betek al lizherenn Z; goude ar P, avat, e oa souden ar poent diwezhañ. ”Le coup a été trop dur”(1), emezañ. Peseurt stourm e oa bet n’em eus ket gouezet morse.

O, Goulven Jacq, an harluad kozh eus Bloc’had ar Reter. Dastumet em boa holl ar pezh a ouzon a-gleiz hag a-zehou. Kemeret en doa perzh er Bezen Perrot (ar ”Rannlu Langemark” Breizh, koulz lavarout) ha chomet e oa bet e Tübingen e fin ar brezel. Ne oa ket moarvat gwallsioù yaouankizoù en denig Jacq: seizh bloaz warn-ugent e oa dija pa grogas ar brezel.

Goulven Jacq, an deskard kozh war an nederlandeg en ur c’hamp d’ar Jeneral Meur e Miranda de Ebro. E doare pe zoare e teuas da benn neuze steuziañ eus Bro-Alamagn ha tec’hout betek Bro-Spagn. Er c’hamp e chome ar brizonidi gant labourioù spletus o-unan o kelenn kenetrezo kentelioù-yezhoù. Goulven en doa desket nederlandeg eus ur c’helenner ne c’helle ket koun e anv. Marteze e oa Blaton ha marteze e oa eus Bruges… E kement degouezh a zo e tiskoueze Goulven Jacq trawalc’h a ouiziegezh da ginnig ar geriadur rakveneget, dindan stumm ul labour dreist da jaojabl.

Goulven Jacq, er gêr, o vizskrivañ
Goulven Jacq o vizskrivañ

Goulven Jacq, ar baleer-bro kozh e Bro-Vrazil. War ar poent-se ne ouzon ket netra ken nemet e pledas gant ar speredouriezh. War-dro 1956 e tasparzhas adalek ar vro-se ur gelaouenn spereder e brezhoneg, Trede Diskuliadur. Prouenn all hag a ziskouez se eo an droidigezh e brezhoneg: E Bro ar Richer C’hlas (1983), ul levr gant ar mediom braziliat – hervez kont, brudet-tre – Francisco Cândido Xavier.

Diwezhatoc’h e teuas da vezañ un implijadig e Breizh ha, dizale, war e leve hep gwenneg ebet e Kiberen. An denig, treut-garv ha divorfil, am boa kavet gantañ eno, a veve en tiig livus bihanañ eus an holl bempvet republik, pas muioc’h a bevar metrad ledander: ur rez-an-douar gant ur prenestr – en tal a-raok – hag ur solieradur gant ur prenestr bihan ivez. A-beban e teue, d’an den kozh, an nerzh-spered hag ar volontez oberiant dalc’hus da sevel ar geriadur-mañ ? Ha da embann, e 1980, ur c’harnedig, Ar Wastell, ma taolenn-eñ emzalc’h annezerien Kiberen ouzh an douristed ?

Brudet-mat eo-eñ gant ar vrezhonegerien, fromet gant ur c’houblad levr c’hoazh: un daolenn eus e glask speredel a c’hoanag hag a beoc’h e Gwinieg an Tad (1981) ha, dreist-holl, e entanus hag emvuhezskridel Pinvidigezh ar Paour (1977), ma taolenn-eñ buhez pemdeziek ur paotr paour er Plougastell eus penn-kentañ an ugentvet kantved. Al levr-mañ a c’hell bezañ renket dinec’h e-kichen Marc’h al Lorc’h gant Heliaz, hag a rae kement berzh ha se. Ne vefe ket morse lennet Pinvidigezh ar Paour ganeoc’h en ur yezh muioc’h implijet ? E nederlandeg ?

(1) ”n’on ket kapot ken”

Troet e brezhoneg diwar ar pennad-skrid savet gant Jan Deloof

Koming-out: 5 kanaouenn e saozneg

Banniel eus ar Stadoù Unanet. Ur c'haner country o sen gant e gitar in ton nevez a-zivout ar garantez.
ur soner gitar country o sonaozañ un ton nevez

Diskuliadennoù a zo start da zont er-maez

Selaou sonerezh a ziboan ar spered. Setu un nebeut testenioù hag a adtomm ar c’halon. Ur bern kanerien o deus didoullet o istorioù en doareoù fromus evit diskouez d’an dud e vez o c’harantez kevatal da hini an arallreviaded. Ar c’hlipoù kinniget amañ a zo efedus en ur skeudenniñ pozioù brav-kenañ.

Dancing in the living-roomCameron Hawthorn (2019)

HometownBrandon Stansell (2018)

No Matter WhatCalum Scott (2018)

WILD Troye Sivan (2015)

BraveSara Bareilles (2013)

BONUZ:

Eus an amzer gozh ez eus ur ganaouenn joudoul hag a chomo a-dra-sur luget en da benn a-hed an deiz:

I’m coming outDiana Ross (1980)

An heñvelrevelezh ouzh sklêrijenn ar Speredouriezh

"Bezañ ganet, kreskiñ, mervel, bezañ adganet hag araokaat dalc'hmat, sed al lezenn." - Allan Kardec
Gerioù-stur ar Speredouriezh

Perak ez eus tud sachet gant ar memes genad ?

Ar Speredouriezh a gelenn e c’hall kemer an eneoù war an Douar korfoù ur plac’h pe ur paotr diouzh argerzh an adenkorfadur.

Hervez ar Speredouriezh e komprener eo an heñvelrevelezh ur stad a emdroadur. N’eo ket ur c’hlañvadur. Anv ‘zo eus garantez etre an dud. E-barzh fin ar gont eo mennozhioù ha santimantoù an dud ar pezh a vern da z/Doue.

Dre astenn ar goaz:

  • Gerioù gant Divaldo Franco diwar-benn an heñvelrevelezh e portugaleg


An arvar a ziwan met nerzh zo ganit

digenvez hag harsellerezh er skol
ur skolajiad soñjus o treuziñ an trepas en ur evitañ ar porzh

Petra ober e-keñver taol-droug ar grennarded ?

Ma welez ez eus ur skolajiad hag a resev heskinadennoù er porzh da skouer e c’hellfes komz gant un den deuet (ur c’helenner, ar glañvdiourez skol, da dud) evit sikour da c’hamalad. N’eus bet james digarez vat ebet evit heskinat unan bennak.

Marteze e vefe posubl dit da vont e darempred gant ar skolajiad-mañ ha koazeal un tammig. Na zisoñj ket ma’z eo pep hini un den fromoù o vevañ ennañ ha n’eo ket simpl da zihuniñ bemdez o c’houzout e vo start an deiz.

Dre astenn ar gaoz :

Daou film berr a sav ar poent-se: Yeah, Kowalski (2012), sevenet gant Evan Roberts hag After School (2015), sevenet gant Sam Greisman.

Ar Vuhez a grog hiziv

Breudeuriezh ha karentez etre daou grennard war dachenn vasket-ball
daou boatr yaouank o vriata e-kreiz an dachenn vasket-ball

Un deiz bennak e tihuner hag e santer disheñvel, neketa ?

Netra a cheñch e gwirionez. Kompren a rez out ganet evel-se. Tud yaouank all a vev e-mod-se. Kreskiñ a rez ha klevout a rez ouzh ar pezh a vez lâret tro dro dit. Ar washañ a zo an aon da vezañ dizoloet. Da vignoned n’o deus ket douetañs ebet c’hoazh. Er skol e sellez ouzh skolidi hag a c’houzañv eus gaopoù dibaouez o c’hamaraded.

Pep hini en deus e bersonelezh met dibab a reomp ober an droug pe ar mad. Warlene e oa skignet Love, Simon (2018) er salioù bras e Breizh. Ul lamm pouezus e oa da ziskouez strafuilh ha karantez ar grennarded. Ar film a oa gortozet-mat gant an dud heñvelreviat en Amerika hag en Europa. A-raok-se ne oa ket bet roet da welet skeudenn bositivel vras eus ar re c’hae, nemet Beautiful Thing (1996), Billy Elliot (2000) ha Breakfast with Scot (2007).


Da astenn ar goaz…:

  • Love, SimonTañvadenn 1 / Tañvadenn 2, sevenet gant Greg Berlanti (Film)
  • Tañvadenn Beautiful Thing, sevenet gant Hettie MacDonald (Film)
  • SIMON vs. THE HOMO SAPIENS AGENDA, skrivet gant Becky Albertalli (Levr)
  • Breakfast With Scot, skrivet gant Michael Downing (Levr)
  • Billy Elliot, skrivet gant Melvin Burgess (Levr)
  • Billy Elliot The Musical (Komedienn war gan)