Ar gouennañ skoazellet: un araokadenn skiantel

Ur c'houplad heñvelreviat gant o vugale
Un tiegezh heñvelreviat

Rankout a reer degemer pe kondaoniñ goulenn sikour ar mammoù-doug evit sevel tiegezh ?

Un afer a goustiañs eo. Ar vamm-doug a ro he c’horf evit ganiñ. Brav eo an donezon-mañ. Kinnig a ra d’ar spered da vezañ adganet war an Douar. Ouzhpenn-se e vez degemeret ar spered en un tiegezh e-lec’h ma vez kavet karantez ha kempouez.

Ouzh sklêrijenn an adenkorfadur e komprener ez eo an hiliadur skoazellet ent-mezegel ur spi o welet empatiezh brasoc’h brasañ ar maouezed. A-wechoù e vez afochet ar c’hentañ taol-esae ha dipitet e vez ar vaouez hag an danvezioù da dud. Ret eo kenderc’hel an difraeoù.

Gallout a reer lakaat war-wel un draenig memestra: an empatiezh a c’hallfe bezañ digoust, da lâret eo, ne rankfe ket ar maouezed dougerezed bezañ paeet.

An esperanteg evel yezh hollvedel

ugale o kerzhout kazel-ha-kazel davet an traezh
bugale o kerzhout kazel-ha-kazel davet an traezh

Nebeut a dud a oar da betra e servij ar yezh-se.

Bez ez eus evelkent ur bern a lec’hioù hag a zo bet anvet diwar anv ijinadenner an esperanteg, Loeiz Lazar Zamenhof (1859-1917): Alez Zamenhof e Gwened, Straed Zamenhof e Naoned, Skwar Zamenhof e Roazhon…

Pal ar yezh eo krouiñ liammoù breurel etre keodederion an Douar. Aesaat a ra an esperanteg an darempredoù etre ar pobloù e-lec’h ma vez komzet meur a yezhoù. E-mod-se eo e vez kavet speredourien o kaozeal esperanteg evit en em gompren etrezo e-pad kendalc’hioù etrebroadel.

Dre astenn ar goaz:

Dav eo gouzout penaos kousket c’hwek

Ur paotr oc'h ober ur chop war e wele goude kreisteiz
Ur paotr oc’h ober ur chop war e wele

Petra a c’hoarvez pa gouskomp ?

Ur studiadenn a ziskoueze nevez’zo e vanke eurvezhioù a gousked d’an dud (diwar an enklask skignet er c’hannadig eus an Ajañs Yec’hedel Santé publique France).

Ar gousked eo ur prantad evit diskuizhañ ar c’horf danvezel. Met ne’z a ket ar spered da gousket. Beajiñ a ra ar c’horf speredel. Pelec’h ‘ta ?

Libr da fiñval emañ ar spered: tu ‘zo da weladenniñ e familh, da vont e darempred gant e nesañ kerent dienkorfet, pe c’hoazh da studiañ danvezioù asambles gant speredoù heñvel outañ.

Abalamour da se ez eus un nebeut alioù a-raok mont da gousket hag a c’hall sikour evit tremen un nozvezh vat a gousked:

  • Diwall eus e soñjoù
  • Selaou sonerezh prederiañ
  • Levraoua
  • Pediñ
  • Lazhañ ar skingomz, ar skinwel hag an hezoug

Dre astenn ar gaoz:

An alkoolegezh e-touesk ar re yaouank

Ur paotr yaouank poan blev gantañ o tivezviñ en ul liorzh foran
Ur paotr yaouank poan blev gantañ o tivezviñ en ul liorzh foran

Ezhomm bras d’ober an aprouv anezhe ?

Dichal eo ar vugale. C’hoant o deus d’ober e-giz ar re vras: evañ sistr graet gant avaloù eus feurm an dud kozh, bier evit trinkañ dirak ur match melldroad gant ar mignoned, ha gwin sañset da reiñ un tañva lipous d’ar boued.

Barr an oad n’eo ket heñvel ouzh barr ar spered. Gallout a rez stourm ouzh an anken da blijout d’ar re all o vroudañ evañ ur gwerennad alkool bennak ganto. Chom war evezh. Soñj az peus eus efedoù diwar ar mezventi: da skouer, koll ar rezon a-zarn, diaesterioù sokial (digenvez) ha stuzioù fromel (fulor, diwaskadur, drougwelañs).

“Dont a ra an alkoolegezh anatebek, dindan an digarez a voesonoù sokial hag a gas tud da stadoù dic’henezhek ha distabilded e meur a liveoù, da vezañ un devouder a levezon e-touesk ar familhoù hag a heulio ar memes skouer, dreist pep tra evit ar vugale, hep framm ebet evit un emzalc’h yac’h.”

-Levr “Krennoad ha buhez”resevet gant Divaldo Franco, eus ar spered Joanna de Ângelis

Dre astenn ar gaoz:

Deskadurezh vat ar re yaouank

Gwirioù mab-den, Peace, Frankiz, Gouizidigezh, Sikour, Yaouankiz
Gwirioù mab-den

Kiriegezh an dud hag ar vugale e-barzh an ti

Enkorfet war an Douar omp-ni. Kelenn a reomp klevet, selaou, sellout, touch ha tañva. Gallout a reomp santout diouzh fromoù a bep seurt. Pebezh chañs hon eus da gomz, kerzhout ha c’hoarzin ! Desavet omp gant hon tud pe tud all a ra war dro deomp. Diskouezh a reont deomp penaos e vez debret, lakaet dilhad, sentet ouzh reolennoù an tiegezh hag ar gevredigezh. Diorren a reomp hor personelezh hiniennel ha perzhioù mat ha fall.

Er skol e vez dizoloet obererezhioù all, doareoù-ober ha kustumoù da vevañ disheñvel ouzh re ar familh. Liammoù gant kamaladed a vez krouet ha distaget ha krouet adarre. Kaout gouiziegezh ha skiant-prenet eo pal pennañ ar skolioù evit dont da vezañ un den kat da labourat ha respont da ezhommoù ar gevredigezh.

A-wechoù e vezes un tammig kollet e-pad bloavezhioù-skolaj ha lise. Arabat ober biloù! Normal eo. Cheñch boaz. Dibab an danvezioù-studi ha dudi a blij dit ar muiañ. Ma’z out etre daou soñj e c’hellez goulenn ali digant da zud, ur breur pe ur c’hoar.

Ar basianted hag an drugarez a vezo an daou bennreolenn vrasañ evit chom plom. Ar vuhez a zo brav-kaer evit an hini a oar penaos hen prizañ.

Dre astenn ar gaoz:

  • Karout e nesañ: Film desavadurel e saozneg diwar-benn emdroadur an ene enkorfet