Kannadur Bezerra de Menezes

Kannadur Bezerra de Menezes, resevet dre vediomegezh klevedel gant Divaldo Franco e-pad klozañ ar Prezegenn, d’ar 15 a viz Meurzh 2020, e Expotrade – São Jose dos Pinhais (Paraná – Bro-Vrazil)

Ave, Krist, ar re ho kar, ho stou hag ho enor.

Ma mibien, an Nenboent hag an Enepbannwel eus hon poelladoù eo Jezus.

James n’hon eus ket bet kement a ezhomm eus ar Pastor karet-mañ ha james n’eus diskouezet ar Mabden kement a garantez hag an deizioù-mañ.

Karantez an natur, en he bommoù a bep seurt. E karantez an natur-mañ ez eus tout ar pezh a zaskren ha vev en natur : hon breudeur eus ar skeul-loened, hon enebourien, hon mignoned hag hon breudeur.

Kammed n’eus bet un askre ken brav ha noplaus eus arroudennoù Jezus abalamour ma n’en deus ket eñ lezet ac’hanomp emzividi.

Permetiñ a rae ma kouezhfe ar stered skedus eus an Neñv war an Douar, en deñvalijenn goude an Dispac’h Gall, hag a atizfe kanaouennoù a frankiz d’ar bed, dre an Amerikoù, o trailhañ hualioù an trevadennerezh hag a zo, en ur mod, gourlakaet c’hoazh ouzh ur gevridigezh reuzeudik gant ar Mabden.

E mare ebet n’eus bet lakaet Jezus da verviñ kement-se, skoilhoù outañ kement-se. Hag e tellez hon poellaterezh.

Blivaomp ha bezomp dispont.

Ar marv ne vez ket ur fin; an dieuber bras diouzh slavelezh ar c’horf eo.

Na rit ket re a wad fall diwar-benn chomadur-bed ar virus; e vare anezhañ a vo komprenet diwezhatoc’h en e abegoù, en e andonioù ha perak en deus arru warnomp bremañ, o vezañ kaoz da skamp ha poan.

C’hwi, hag a anavez Jezus, dalc’hit doujañs ouzh al lezenn, o klask diarbennoù eus ar pennadurezhioù evit ar yec’hed, met na dav ket an dorn a skoaz ouzh ar c’houzañverien, na nac’hit ket ar poz a zasprenadur d’ar re oc’h en em aozañ argadiñ an divarvelezh.

Na z’it kuit eus al lec’h emaoc’h en un taol-esae aner ha touellus da zizarbenn an tredizhañ.

Klask an ninamm diabarzh ha, dreist-holl, roit deoc’h-c’hwi boued gant ur feiz oberiant, kalonek ha flour, o karout tout an dud, o tiwall ouzh an angerzhioù a zisparti hag an arnodoù a zizunan.

Hiziv, marteze gwelloc’h evit biskoazh, en deus Jezus ezhomm eus ho taouarn, da gomz dre ho muzelloù, da santiñ gwrez ho kendruez ha trugarez ho santadurioù.

Al louzaouenn digontamm vras eo ar garantez giriek, ar garantez oberiant, ar garantez a ro ha na bled ket gant reseviñ memes un tamm mousc’hoarzh eus perzh an ennegadour.

Na soñj deoc’h ez oc’h ho-unan. Kas a ra an Neñv e gannaded evit ma vez kalz aesoc’h an eskemmoù etre ar re enkorfet hag ar re zienkorfet.

Grit diouzh ma vez lakaet kenamzer ho kwagennoù speredel gant ar meizioù hag a ren ar buhezioù, ha diwallit ouzh diskenn ho soñjoù davet pajennoù ar boan ar brasañ e-lec’h ma vez kavet an nerzhioù gwallskouerius hag a zeu poanioù ganto en abeg d’an ezhomm a emdroadur eus ar Blanedenn.

Kit, evel ma lâre Jezus d’ar pemp kant eus Galilea, ha prezegit gant ar skouer, gant ar ger sklaeriet ha gant ar skouer a emnac’h.

Ganeomp emañ nerzhioù bev an Hollved, en ur c’henskemm flour ganeoc’h.

Kit ha karit.

E anv ar speredoù sperederel, ez aspedomp an Aotroù d’hon bennigo ha d’hon derc’hel en peoc’h.

Hetoù ho servijer muiañ uvel ha tadel int.

Bezerra

XXIIvet Prezegenn Sperederel ar Stad

Dre astenn ar gaoz:

Leave a Reply

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.