Tatouadur ha Piercing – Kredenn Sperederel

Ur paotr yaouank o kuzhat e zremm dindan e zaouarnoù en ur ziskouez tatouadurioù hag ur piercing war flip e skouarn dehoù
Ur paotr yaouank o kuzhat e zremm dindan e zaouarnoù en ur ziskouez tatouadurioù hag ur piercing war flip e skouarn dehoù

Er Speredouriezh ne vez ket barnet netra; komprenet ha sklaeraet eo pep tra. Neuze en deus graet dalc’hmat un tem disputet evel an tatouiñ danvez an tabut an tikañ e-barzh studiadennoù an doktrin. Daoust hag-eñ ez eo fall goude holl d’en em ober tatouiñ ? da lakaat meur a datouadur war ar c’horf ? Anv zo da vac’hagnadurioù pe da vommoù arzel ? Petra eo ar gweled sperederel war-se ?

Ha ‘ta, e rankomp, evit kregiñ, atav derc’hel soñj eus pazenn an neptu he deus ar speredouriezh e-keñver an dibaboù. E hini int ha en deus den ebet ar veli spered da varn. ‘Han se, welomp ar pezh a vez lâret deomp gant ar speredoù, peogwir e teu diouto anaoudegezh veur al lezennoù doueel.
Spisaat a ra Andrev Luiz n’eo ket an trospered adsked ar c’horf danvezel; ar pezh a adsked an ene eo. “N’o do ket ar goulioù war ar c’horf danvezel azlammoù war ar c’horf speredel nemet ma’z eus ur baradenn veizel eus an den e-keñver ar pezh a c’hoarveze pe ma’z eo an ober sevenet e dizemglev gant al lezennoù o ren ar vuhez.” (Emdroadur etre an daou bed, Chico Xavier ha Waldo Vieira, FEB Embannadurioù). Met petra’zo ret da gompren eus se ? Ha ‘ta, en deus an ober e-unañ, evel kazi pep tra en doktrin, grevusted pe get, talvoudegezh pe get; se ‘zo kevreizh dreist-holl d’ar menoz a-dreñv ar jestr. Alies e c’hell ar sañs hag ar menoz eus ur seurt emzalc’h kreñvaat pe digalonekaat anezhi.

Adalek an aplud-mañ e rankomp ridellat eus ar poell, evel ma roe da anavezout Allan Kardec: n’en deus ket an tatouadur pal talvoudus ebet hag ez eo neuze un ober peurgetket kenedus. Evel an oberoù kenedus e c’hell lavarout ar menoz a-dreñv an enklask-mañ ma’z eo fall pe mat an ober e-unan. Tatouiñ frazenn ur prederour pe ur frazenn sperederel a-hend-all a zo un ober gant ur menoz ez-onest, zoken ma ne servij da netra, met un ober soñjet dre eñ e-unan gant ur menoz ez-onest sañset, neuze hep menoz negativel, ne zeu ket an ober neuze da vezañ negativel eñ e-unan. An tatouadur gant klopennoù, arouezioù o punañ betek ar revelezh, rakvarnioù pe santadoù a zaskrenadennoù gwan a zo war-eeun liammet gant emzalc’hioù a dañva fall.

Kont dalc’het eus se, kendalc’homp bremañ war an tu trosperedel. E karg eo an trospered – hanterour etre ar spered hag ar c’horf danvezel – eus bommoù eus div vent ar vuhez. Ma’z en em santomp e kounnar ez eo puket hon trospered gant saotradenn ar santimant fall-se hag a zo kaoz da anken en ene ha da zigempouezioù er c’horf kreudel, hag a zo kaoz a-hend-all da gleñved danvezel. Rak-se ez eo an tatouiñ hag an toullañ ur stropad ouzh an trospered peogwir ez eus euverioù war wiskad an ezkroc’hen. Koulskoude n’eo ket don ar gouli-se ha neuze ar gudenn danvezel e-unan n’eo ket ar gudenn. Ur wech ouzhpenn e teuomp endro er rannbennad diaraok e-lec’h ma c’hell ar menoz hag ar pezh a oa bet puket reiñ grevusted an ober pe get.

“Pep korf danvezel a zellez doujañs ha prederioù, pled ha gred didroc’h, evit bezañ sez ar Spered, neved diorren ar vuhez.” (Joanna de Ângelis)

Ur barenn all da notenniñ a zo ma c’hall an tatouadur bezañ un arouez hag a verko ar spered ha, neuze, ma ‘oa ar pezh puket un arouez a dañva fall e c’hellfe ho spered bezañ merket gant an arouez-se ha sachañ ar penngef a speredoù hag a genglot gant an azonegezh-se. Ma pun ho tatouadur betek an drouksperedoù pe an tasmantoù e c’hell bezañ ho spered karnajet gant speredoù, daskrenadennoù hag a zere evit ar merk-se ganto; tout an traoù-se eveljust e kevreizh d’hon santimantoù evit grevusaat pe dousaat.

Hervez Divaldo Pereira Franco ez eo an dud o tatouiñ o c’horf a-bezh pe o goloiñ anezhañ gant piercings eneoù hag a zegas adarre dameñvoradurioù gres eus enkorfadurioù d’an ampoent barbar, pa o doa implijet brezelerien sec’hedik a waz ar binvioù-se evit kemer o c’hreñv war o eneberien. An disklêriadur-mañ ne zere ket evit an holl darvoudoù eveljust. Alies ez en em reont tatouiñ ar grennarded, hag a zo e mare stummañ ar meno, evit bezañ diouzh ar c’hiz pe evit livañ ur santimant pe ur meno. Ur stad berrbad eo met e rank bezañ muzuliet ha meizet evit na lovrañ ho trospered dre un doare dister hag a c’hellfe bezañ kaoz da vorc’hedoù a-choude.

Bez ez eus darvoudoù a sorc’hennoù hag a zo kaoz d’an dud d’en em datouiñ ar c’horf, da gemm war stummoù stlejvilek pe loenek. An darvoudoù rouez-mañ a c’hall talvout ur digempouez speredel peogwir ez int an adkrog eus anienoù ar muiañ kentidik ar bout ha talvout o loenelezh dre an neuz evit bezañ kaoz da grenioù, da hegal an dud, hag un emsavadenn speredel. Met n’eo ket tout an darvoudoù sorc’hennoù; evit gwir ez eo, evit darn vras, hor c’hoant da gas ober un dra bennak, met ivez e meur a zarvoudoù just evit ober un argerzhadur “kenedus” ha lakaat un arouez bennak da beurbadout.

Petra ‘vez lavaret eus tatouadurioù war dremm Jesus ? eus frazennoù Chico Xavier ? Fall eo ar merkoù speredel-se ? N’int ket, eveljust! Ouzhpenn-se, daoust hag-eñ e c’hellfe ur merk danvezel trec’hiñ war perzhioù-mat ar bout ? Ne rafe ket, eveljust! Se ‘zo kaoz e rankfomp kaout ar goulenn studi evel ranellder plaen ha sklaeradur; james evel poent pennañ ha, dreist-holl, james evel kalon a varnadenn. Ne verz netra ar speredouriezh; ne ra ket nemet sklaeraat ha lezel a ra da librentez pep hini ar varnadenn eus eñ e-unan. Danvez ar studiadenn-mañ n’eo ket nemet an darn pleustriñ evezhiet eus lod a zarvoudoù-tatouiñ ha mac’hagnadur danvezel.

A-dreñv ar goulennoù simplik-se emañ atav ar goulenn spered. Perak ez echu an dud d’en em verkañ, a-wechoù d’en em vac’hagnañ, d’en em zaskemmañ ? Bez e oa a-wechoù war ar prim ? dre sorc’henn evit lod anezho ? evit reoù all c’hoazh, ur stad berrbad a emdroadur liammet gant dameñvoradurioù eus enkorfadurioù mui sovaj ? Reizh eo an holl diarselloù-mañ met, e pep darvoud, ne vez ket deomp da varn, en ur zerc’hel soñj emaomp an holl en ur skol hag e taolenn hon dibaboù hon deskonioù ha tonkadurioù a emgann.

Kardec a heñch ac’hanomp davet an emanaoudegezh, an emgomprenuster evit respont d’hon ezhommoù a emdroadur ha sklaer eo ez int-i didaboù o tont eus librentez ar spered; ar c’horf a zo ur stad berrbad hag a adsked ene ar spered hag ez eus milieroù a stummoù all a vac’hagnadur an ene ha n’eo ket nemet an emskourjezerezh met ivez digempouez ar fromoù. Neuze petra eo un tatouadur o verkañ un trospered pa vez tatouet lod a dud arouezioù a emgarantez, a veñjidigezh, a gasoni, a fouge… war an trospered ?

N’eo ket an tatouadur, ar piercing pe ur barenn danvezel all hag a levezono dreist-holl emdroadur ar bout denel. Eveljust e vezo paeet an dreistmuzul gant templ ar c’horf met ne ziazez ket a emzalc’h gant an tatouadurioù met ivez gant ur bern seurt a zreistmuzulioù evel an alkoolegezh, debrerezh, butenerezh, hag all. Ar meiz eo ar pouezusañ; ar pezh a sach ar speredoù mat pe fall a zo hon daskrenadennoù o teu eus ar bout, e emzalc’hioù hag e soñjoù. Neuze, ma mignoned, grit evezh d’o soñjezonnoù da gentañ, peogwir ez eo ar c’horf parfet, sonjoù fall ennañ, bezioù gwennet gant raz, evel ma selle Jesus ouzh ar farizianed.

Nemet pa vo an den evit kompren ma’z eo pouezusoc’h ar pezh ez OMP evit ar pezh hon eus, n’o do ket ar goulennoù-se pouez spered bras hag e vint prederiadennoù skiant plaen eus an doktrin. Ma ne stag ket kaout un tatouadur outañ e oa ho tibab hag ez eo dit d’hen kompren; ar pouez a rank atav bezañ lakaet war reizhadur spered ar bout a-bezh, e wellidigezh gant vertuzioù ha nemet gant “En em anavez da-unan” e tapimp heuliañ hentoù Jesus e tachenn ar mad. Kalz a beoc’h!

Troet e brezhoneg diwar pennad-skrid eus ar blog Religar

Leave a Reply

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.