An ene skourret etre buhez ha marv

Goulenn: Petra a c’hoarvez gant ar speredoù enkorfet hag a zo e stad struzhek (koma) o c’horfoù e-pad mizvezhioù, ha zoken betek bloavezhioù ?

Respont: “O stad a vo diouzh o flegenn-spered. Plegennoù a zo e-lec’h ma chom ar spered evel prizoniad ouzh ar c’horf ha ne zistag ket dioutañ betek ma vo permetet reseviñ harp ar vadoberourien speredel. Tud int staget-meurbet ar peurvuiañ ouzh ar vuhez danvezel ha n’en em stumm ket diouzh ar blegenn.

E plegennoù all o deus ar speredoù ur frankiz keñverel dre hanterouriezh an trospered, daoust ma talc’hont ul liamm gant ar c’horf danvezel. En ur bern a droioù e taolenn tud dihunet diouzh ar c’homa an dremmvroioù hag an darempredoù gant boudoù hag a oa deut aroazo en treizh davet ar vuhez speredel. Boutin eo e krogont da sell ouzh ar vuhez gant lagadoù nevez goude an aprouv-se, en ur ziskuiliañ o zalvoudegezhioù diabarzh.

E pep plegenn ec’h astenn al Leurenn Speredel o strivoù en taol-esae a harpañ. Evel-henn pouez ar bedenn, ar c’hempouez, ar gomz garantezus ha breudeurel, treuzkas ar peoc’h, ar c’haozeadennoù kentelius evit ma vo ar gwellañ stuzioù evit labour ar mad hag a sko, er mareoù-se, koulz war an hini glañv ha war ar re enkorfet (kerent ha mezeien)”.

(Eus an abadenn Pinga Fogo gant Chico Xavier – 1971)

Leave a Reply

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.