
Petra a c’hoarvez pa gouskomp ?
Ur studiadenn a ziskoueze nevez’zo e vanke eurvezhioù a gousked d’an dud (diwar an enklask skignet er c’hannadig eus an Ajañs Yec’hedel Santé publique France).
Ar gousked eo ur prantad evit diskuizhañ ar c’horf danvezel. Met ne’z a ket ar spered da gousket. Beajiñ a ra ar c’horf speredel. Pelec’h ‘ta ?
Libr da fiñval emañ ar spered: tu ‘zo da weladenniñ e familh, da vont e darempred gant e nesañ kerent dienkorfet, pe c’hoazh da studiañ danvezioù asambles gant speredoù heñvel outañ.
Abalamour da se ez eus un nebeut alioù a-raok mont da gousket hag a c’hall sikour evit tremen un nozvezh vat a gousked:
- Diwall eus e soñjoù
- Selaou sonerezh prederiañ
- Levraoua
- Pediñ
- Lazhañ ar skingomz, ar skinwel hag an hezoug
Dre astenn ar gaoz:
- Dizoubladur ar gousked, ur filmig e portugaleg